Paroles
Al labousig er c'hoad, melen e zivaskell (bis)
A ziskenn bep mintin war gornig va mantell (bis)
Hag e lavar kalz traoù din war-benn va dimezi
- Mar timeez er bloaz-mañ, na gemer ket un intañv
Rak kalon un intañv zo e chagrin noz-deiz
Kalon un den yaouank a zo laouen ha ge
- Deuit ganin 'ta, plac'h yaouank, war vourzh va batimant
Ha ni vo pinvidik en aour hag en arc'hant
- Ma zad, neuze, ha ma mamm ne vint ket sur kontant
M'am welfent-me ganeoc'h war vourzh ho patimant
- Ho tad, neuze, hag ho mamm a chomo barzh ar gêr
Ha ni yelo hon-daou da vro an Añgleter
- Gwelloc'h vefe ganin 'n em daol e-barzh ar mor
'Vit mont d'an Añgleter ha kollet va enor