Paroles
Tostavit holl, Bretoned, da glevet ur gentel
War buhez al labourer eo bet great n'eus ket pell
Ur vuhez kriz ha poanius ; paouez na deiz na noz
Hag a ren a galon vat, da vont d'ar Baradoz
Al labourer a labour, n'eus forzh e pe amzer
Koulz dindan ar yenijenn ha dindan an dommder
Pa vez erc'h, grizilh, kurun, avel, glav, skorn, kazarc'h,
En e bark, o labourat, daoubleget, hen gweloc'h
Al labourer zo gwisket peurvuiañ gant lien
Na vez ket treset bemdez, evel ar vourc'hizien
E zilhad zo truilhennet, gant an douar saotret
Re kêr, a renk e gavout, a skop ouzh e welet
Disheñvel meurbet eo stad ar paour-kaezh labourer
Disheñvel diouzh stad an dud pere a chom e kêr
Re-mañ o deus kig, pesked, ha bara gwenn bepred
Al labourer, tammoù yod, bara seac'h, dour bervet
Al labourer renk paeañ, paeañ e peb amzer
Paeañ tailhoù d'ar Roue, peb bloaz, teir pe beder
Ha pa rank paeañ e vestr, ma n'eo prest an arc'hant,
Foar a reer gant e zanvez ; amañ an nec'hamant
Da baeañ c'hoazh en devez obidoù d'ar person
Evel ma'z eo ar c'hustum, kement-se zo gwirion
Reiñ o c'hest d'ar veleien, aluzenn d'ar beorien,
Hag, evit na faziint ket, gwir d'e zervicherien
Al labourer, goude-se, a vezo tamallet
Gant an dud eus al lezenn e vezo pizh skarzhet
Eus e nebeud a vadoù e vezo dibourc'het
Hag, e zanvez o vont kuit, n'eus ger da lavaret
Ha mar c'hoarv' dezhañ kontañ e arc'hant a-wechoù,
Arc'hant en deus dastumet gant kement a boanioù,
C'hoarzhin a ra ar gêriz oc'h hual anezhañ
Ha, mar geller, e gigner, oc'h ober goap outañ
En diwezh al labourer, baleet leac'h ma karo,
E vezo drouk-prezeget, kalz tud hen disprizo,
Ha koulskoude, ma teufe da zoñjal an dud-mañ
Diwar breac'h al labourer 'mañ 'r bed holl o vevañ
Setu hor buhez, siwazh ! hor buhez kriz-meurbet
Hor stad a zo truezus, hor steredenn kalet
Hor stad zo poanius-meurbet, paouez na deiz na noz
Renomp-hi a galon vat da vont d'ar Baradoz